Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/429

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
417
d’ar Vuez Devot.

an avisou pere a guemeromp digant hon hentez, ispicial digant Conductoret an eneou, peguement bennâc a hent-all na ve quet a apparanç vras a guemense : evel ma rentas profitabl da Naaman an dour a rivier jourdren, peveus a hini en devoa gourc’hemennet ar Profet Elisee dezàn en em servichout hep apparanç ebet a ræson humen.

4. Hoguen goudese oll ne deus netra quer profitabl pa en em guefomp en hevelep sec’hor hac en hevelep degout, eguet miret na vezzimp re hastet da zesirout beza dilivret a guemense. Ne lavaràn quet na dleomp caout ur souhet simpl da veza dilivret ; mæs lavaret a ràn penaus ne dleomp, quet beza re hastet ha re affectionet da guemense, nemet en em resina antieramant d’an disposition eus ar Brovidanç a Zoue, evit queit ha ma plijo gantâ ma en em servicho ac’hanomp etre ar spern-se hac etouez an desirou-se. Leveromp da Zoue’ta en amser-se : O va Zad Celestiel, mar d’e possibl, grit ma tremeno ar C’halir-mâ diouzin ; mæs ajoutomp ive gant ur gouraich vras : cousgoude ho volontez bezet great ha non pas va hini-me. Hac en em arretomp eno gant muia hac a allimp a repos : rac Doue oc’h hor guelet er resignation santel-se, hor c’honsolo dre gals a c’hraçou hac a faveriou ; evel pa velas Abraham en em resolvet d’en em briva eus e vap Isaac, ma en em gontantas