Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/430

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
418
Introduction

d’e velet indifferant er resignation pur-se oc’h e gonsoli gant ur vision agreabl ha gant benedictionou douç meurbet. E peb-seurt afflictionou’ta quen corporel quen spirituel hac en distractionou pe er brivationou eus an devotion sansibl e tleomp lavaret a greis hor c’halon ha gãt ur soumission ar vrassa. An Autrou Doue en deveus roet din consolationou, hac en deveus-ii lammet adarre ; benniguet ra vezo e Hano sacr ha santel. Rac o perseveri en humilite-se e rento deomp ar faveriou douç en devoa lammet digueneomp, evel ma rentas da Job, pehini a oue constant ha courachus d’en em servichout eus an hevelep comsou eti e oll afflictionou.

5. Finalamant, Philotee, gant hon oll sec’hor, hon oll degout hac hon oll baourentez na gollomp quet a gouraich ; mæs gortoomp gant patiantet ar gonsolationou da zistrei, heuliomp bepret hon trein, na lesomp quet evit quemense exerciç ebet a zevotion, quent-se mar d’e possibl, greomp mui a œuvrou mad ; ha pa na ellomp presanti d’ar Pried quer eus hon ene confituriou gleb, presantomp dezâ da viana confituriou seac’h : rac an eil a dal eguile dezàn, nemet e vezo ar galon, pehini a offr dezâ, en em resolvet antieramant da fallout e garet. Pa vez caer an Nevez-amser, e ra ar guenan mui a vel, ha nebeutoc’h a c’ho-