Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/433

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
421
d’ar Vuez Devot.

e quenver an dra-se. Ar memes tra a lavaràn evit peb-seurt œuvrou mad ; rac sulvui a gontroliez hac a boan hon eus pe var hor c’horf pe var hor speret o ober, sul estimetoch ha sul breciussoc’h int dirac Doue. Sul nebeutoch a so eus hon interest particulier o pratica ar vertuziou, sulvui a-se en em zisquez eno ar garantez pur en andret Doue. Ar buguel a boq d’e vam prest aoualc’h pa ro un dra zouç dezàn ; hoguen mar boq dezi goude rei dezàn un dra c’huero, ez e sin en deveus ur garantez vsras outhi.




AR PEMZECVET CHABISTR.

Eleac’h ma ze confirmet ha sclerreat ar pez a so lavaret diaraoc, dre un exempl pehini a so da veza remerquet.


MÆs evit renta sclerroc’h an oll instruction-mâ, e fell din lacat amâ ur pez excellant eus a Histor Sant Bernard, evel ma em eus-èn cafet rapportet gant ur Scrivagner abil ha fur ; lavaret a ra eta evellen. Peurvuia e c’herru casi gant quement hini a gommanç da servicha Doue, ha n’o deveus quet c’hoaz an experianç eus a brivationou ar c’hraç nac eus ar genchamanchou spirituel, penaus, pa vanq dezo ar goud-se eus an devotion sansibl, hac ar sclerigen agreabl-se pehini o c’houfi d’en em hasta da