Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/435

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
423
d’ar Vuez Devot.

gommanças da gaout memor eus e vignonet er bed, eus e guerent, hac eus ar binvidiguez hac ar gommodite en devoa nevez dileset ; ar pez a eureu dezàn beza attaquet gant un dentation quer bras, na alle quet miret n’en remerquet diouz ar fæçon anezàn ha ma en anavezas ervat unan eus e vrassa mignonet fidel, pehini en deoue an adres da dostat ha da goms ounti gant douçder, en ur lavaret dezàn e secret. Petra e quememâ, Geffre ? Petra e ma zoc’h-hu deuet da veza quen ambaniet ha quen affliget ha ma tisquezit beza ? Geffre neuse o tenna un huanad a vouelet e galon a respontas, ah ! va breur, emezâ, jamæs em buez ne vezin laouen. Eguile touchet dre ar respont-mâ gant truez ountâ evel ur guir vreur, a yeas neuse souden da gonta quemense oll d’an Tad commun Sant Bernard, pehini o velet an danger a entreas en un Ilis a dost da bidi Doue evintàn ; hac etretant Geffre, pehini ne alle mui gant an dristidiguez a reposas e ben var ur mean hac a gouscas ; mæs da ben un nebeudic amser e sefsont o daou unan eus e oræson gant ar c’hraç obtenet dreizi, hac eguile eus e gousq gant ur visaich quel leal ha quel laouen, ma en em estonas e vignon-quer o velet ur genchamant quer bras ha quer pront, ha na allas quet miret na rebeichas dezàn amiablamant ar pez en devoa respontet dezâ un ne-