Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/438

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
426
Introduction

quot cals ho perfection en exerciç pehini a reot etouez ar poaniou interieur-se peveus a re e fell din lavaret deoc’h c’hoaz ar guer-mâ abarz echui.

Aviziou an degout, an enouamant hac ar sec’hor spirituel-se a zeu eus an disposition ma vez ar c’horf, pehini dre an exces o veilla, o labourat hac o yun, en em guef carguet a squizder, a assoupissamant, a bounerder, hac a infirmiteou-all evelse pere, peguement bennâc ma ze diouz ar c’horf eo e tepandont, ne lesont quet na incommodont ar speret, abalamour d’an union vras a so entrezo o daou. Mæs en occasionou-mâ eo ret caout memor ato da ober cals a actou a vertuz gant ar guevren huela eus hor speret hac eus hor volontez ; rac peguement bennâc ma seblante hon ene cousquet oll ha carguet a assoupissamant hac a squizder, cousgoude an actionou eus hor speret ne lesont quet na dint agreabl bras da Zoue. Hac e c’hellomp lavaret en amser-se evel ar Pried Sacr : Cousquet a ràn, mæs ma c’halon a so dihun. Hac evel am eus lavaret diaraoc, mar deus nebeutoc’h a c’houd o labourat er fæçon-se, ez eus cousgoude mui a verit hac a vertuz : hoguen ar remed en occasion-se eo crehât ar c’horf dre voyen ur soulajamant hac ur recreation ligitim bennâc. Evelse Sant Frances a c’hourc’hemenne d’e Religiuset ma visent quer mode-