Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/441

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
429
d’ar Vuez Devot.

Doue, gant aon ma n’er grac’h quet, na gouezzac’h en ho stad quenta, ha memes en ur stad pehini a ve goaz cals : rac ar choueza pe al lam spirituel en deveus an dra-se a bropr, ma teu d’hor precipita iseloc’h ato eguet na doa ar stad peveus a hini oamp pignet ouz creâc’h d’an devotion.

Ne deus horolaich ebet, peguer couls bennâc e c’halle beza, na ranquer e sevel hac e banta diveich bemdez diouz ar mintin ha diouz an nos, hac ouspen quemense c’hoaz eo ret e demonti a bez e pez ur veich er bloas da nebeuta evit lamet ar mergl, pehihi a vezo savet outhi, evit dressi ar ressordou forcet, hac evit rapari ar re uset. Evelse an hini en deveus ur guir sourci eus e galon, a dle e sevel hac e banta etrese Doue diouz nos ha diouz vintin dre an exerciçou pere a so merquet amâ diaraoc, hac ouspen quemense e tle alies consideri ar stad ma emâ, e zressi hac e accommodi, hac erfin e tle da viana ur veich er bloaz e zemonti hac e examina a bez e pez, da lavaret eo e oll affectionou hac e oll inclinationou ha passionou evit rapari an oll deffautou a alle beza ebarz. Hac evel ma frot an Horloger gant un eol dilicat bennâc ar rodou, ar ressordou hac an oll mouvamanchou eus e horolaich, evit ma zai ligerroc’h a-se, ha na verglo quet quer buan ; evelse un den devot goude beza demõntet[sic], exa-