Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/444

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
432
Introduction

3. Considerit pe e presanç piou ; dirac an oll Gourtisanet celestiel. Allas ! ar Verc’hes sacr, Sant Joseph, hoc’h Eal-mad, Sant Loïs, an oll gompagnunez eürus-se a yoa o sellet ouzoc’h, hac a huanade var ho comsou gant huanadou a joa hac a gontantamant ; hac e velent gant un aoulagat caranrezus meurbet ho calon prosternet da dreit hor Salver oc’h en em offr d’e servich : great oue ur rejouissanç particulier evit ar sujet-se er Jerusalem celestiel eus ar Barados, ha bremâ e vezo great ar gommemoration hac ar solemnite annuel, mar nevezit a galon vad ho resolutionou,

4. Considerit pe dre voyenou e resoc’h ho protestation. Allas ! peguen douç ha peguer gracius e voue Doue en hoc’h andret-hu en amser-se ! Mæs livirit e guirionez ha n’en em santsoc’h-hu quet coufiet ha decevet gant an douçder eus a inspirationou ar Speret-Santel ? Ar c’herdin pe gant re e sachas Doue ho lestric etrese ar porz a silvidiguez, ha ne doant-ii quet a garantez hac a vadelez ? Peguement a eureu-èn oc’h ho signa gant e sucr divin dre ar Sacramanchou, dre al lectur, dre an oræson ? Allas ! va Philotee, cousquet oac’h, ha Doue a veille varnoc’h, hac a songe songesonou a beoc’h var ho calon, medita a rea evidoc’h meditationou a garantez.

5. Considerit pe en amser ho tennas Doue