Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/445

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
433
d’ar Vuez Devot.

d’ar resolutionou bras-se ; rac er fleur eus ho yaouanctis oa martese : ah, pebez eür disqui abret ar pez ne ellomp da c’houzout nemet re zivezat ! Sant Augustin o veza bet tēnet en oad a dregont vloaz, a grie evellen : O quenet ancien eus va Doue, penaus em eus-me hoc’h anavezet-hu quen divezat ! ho quelet a rean ha n’ho consideren quet. C’hui, Philotee, a allo lavaret ivez ervat ; o douçder ancien eus va Doue, petra n’am eus-me quent ho tanveat-hu ? Allas ! ha cousgoude n’er meritac’h quet neuse c’hoaz : hac evelse o c’hanaout pebez graç en deveus great Doue deoc’h d’ho peza rennet d’e servich en ho yaouanctis, livirit dezâ gant David : O va Doue, c’hui hoc’h eus va sclereat ha va zouchet adalec va yaouanctis, hac e veulin da jamæs ho trugarez. Mar deo en ho cozni e, allas ! Philotee, pebez graç, goude beza evelse great goal usaich eus hoc’h amser dremenet, en deffe Doue ho calvet d’e servicha abarz mervel, hac en deffe arretet an trein eus ho puez miserabl da un amser, pe en hini ma ho pise-hi continuet, e visac’h maleürus eternelamant.

Considerit bremâ an effejou eus ar vocation pe ar galv-se en deveus grêt Doue ac’hanoc’h d’e servich ; caout a reot enoc’h, a sonjan, chenchamanchou mad, o comparachi ar pez ma zouc’h gant ar pez ma zoac’h. Ha ne guifit-hu quet eo un eür vras