Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/446

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
434
Introduction

deoc’h gouzout parlant ouz Doue dre an oræson ? caout affection ha c’hoant d’ê garet ? beza diminuet hac apæset cals a bassionou hac a inclinationou revoltet, pere hoc’h inquiete ? beza en em exantet diouz cals a bec’hejou hac a vrouilleiç a goustianç ? hac erfin beza communiet quellies a veich muguet n’ho pise great, oc’h en em unissa gant ar sourcen souveren-se eus a c’hraçou eternel ? Ah, peguer bras eo ar graçou-se ! Ret eo, va Philotee, o fouesa diouz poues ar Sanctuer : an dorn-deou a Zoue eo en deus great quemense oll. Dorn Doue, eme Zavid, eo en deus great ar vertuz-se ; dorn Doue eo en deus va savet em sa : ne varvin quet ; mæs beva a rin hac e tiscleriin ar burzudou eus e vadelez hac a galon hac c’henou hac a œuvrou.

Goude an oll considerationou-mâ pere, ec’his ma velit, a fournis eleiz a affectionou mad, eo ret conclui simplamant dre un action a c’hraç ha dre ur beden affectionet da tenna profit anezo, oc’h en em retira gant humilite ha gant fizianç vras e Doue, o reservi da ober an effort eus ar resolutionou goude an eil poent eus an exerciç-mâ.


————