Var an examen eus hon ene ha var e avançamant er vuez devot.
N eil poent-mâ eus an exerciç a so un nebeut hir, hac evit e bratica e livirin deoc’h penaus ne de quet ret er meditac’h oll en ur veich, mæs etre lies gueich ; evel ma ve quemeret ho comportamant en andret Doue evit ur veich, ho comportamant en hoc’h andret hoc’h-unan evit ur veich-all, ho comportamant en andret ho nessa evit ur veich-all, hac ar gonsideration eus ho passionou hac eus hoc’h inclinationou evit ur veich-all. Ne de quet requis ivez e rac’h ho meditation var ho taoulin, nemet er gommançamant hac er fin eleac’h ma ze comprenet an affectionou hac an actou ; ar poenchou-all eus an examen a illit da ober mad-aoualc’h oc’h en em bourmen, ha guell c’hoaz en ho quele, nemet e c’hellot beza ennâ un nebeut amser hep assoupissamant hac hep cousquet morse : mæs evir quemense eo ret o beza lennet ervat a ziaguent. Hoguen requis e cousgoude ober ar vediration var an examen-mâ oll e tri dez hac e diou nosvez da hirra, o quemeret eus a bep devez hac a bep nosvez un heur bennâc, me lavar, un amser bennâc diouz ma ellot ; rac ma na ve great an exercis-mâ nemet da ben pell etre peb gueich, e