Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/448

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
436
Introduction

colle e nerz, ha ne rae nemeur a impression var ho calon. Varlerc’h peb poent eus an examen e remercot pe en tra ho pezo manquet, ha pere vezo ar mancamanchou principal ho pezo cafet, evit ma en em determinot da guemeret avis, resolution ha confortamant a speret : peguement bennâc d’an deiz ma reot an exerciç-mâ hac ar re-all, na ve quet necesser deoc’h en em denna toutafæt eus a gompagnunez an dud, nemet un nebeut, ispicial diouz an nos, evit ma c’hellot gounit ho quele abretoc’h ha quemeret ar repos a gorf hac a speret pehini a so necesser evit consideri ha medita ervat. Ha var an deiz eo ret deoc’h sevel ho calon alies etrese Doue hac ar Verc’hes, hac an Elez hac an oll Sent eus an Eê : ret e choaz e rac’h quememâ oll gant ur galon carantezus evit Doue hac evit perfection hoc’h ene. Evit commanç ervat eta an examen-mâ, 1. en em liquit e presanç Doue ; 2. invoquit ar Speret-Santel, o c’houlen ountâ sclerigen evit ma ellot anaout ervat gant Sant Augustin pehini a grie ouz Doue gant humilite : O va Doue, grit ma hoc’h anavezin, ha ma en em anavezi va-unan ; ha gant Sant Frances, pehini a c’houlenne ouz Doue : Piou ouc’h-hu, va Doue, ha piou oun-me ? 3.[1] Protestit penaus ne fell quet deoc’h remercout hoc’h avançamant evit en em rejouissa enoc’h hoc’h-unan, mæs evit

  1. En destenn orin, an niverenn-mañ n’eo ket lakaet amañ, met dirak ar frazenn a heuilh, pehini a grog en hevelep fesson (Protestés…). [Notenn gant Wikimammenn]