Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/449

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
437
d’ar Vuez Devot.

en em rejouissa e Doue, na quen nebeut evit en em c’hlorifia, mæs evit glorifia Doue hac e drugarecât. Protestit ivez penaus, mar g’anavezit, evel ma soinch deoc’h, hoc’h eus profitet nebeut, pe hoc’h eus reculet memes eleac’h avanç, ne fell quet deoc’h evit quemense tout en em digourachi nac en em yena e servich Doue gant nep seurt disfizianç na lachete a galon, quent-se e sell deoc’h quemeret mui a gouraich, en em humilia ha remedia ouz ho teffautou moyenant graç Doue. Great quemense, considerit a doug-ho-cam hep en em inquieti, penaus ez ouc’h en em gomportet bete vremâ en andret Doue, en andret ho Nessa hac en hoc’h andret hoc’h-unan.




AR PEVARE CHABISTR.
Examen var ar stad eus hon ene en egard da Zoue.

1.
PE e disposition ema ho calon-hu a enep ar pec’het marvel ? Ha c’hui a guef hoc’h eus ur resolution gre na gonsantot jamæs da goueza ennâ, petra bennâc a ouffe c’hoarvout ? hac ar resolution-se hac hi e deveus padet adalec ma hoc’h eus protestet servicha Doue bete vremâ ? Er resolution-se eo e consist ar font eus ar vuez spirituel.