Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/45

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33
d’ar Vuez Devot.

oll santimanchou mad a so pliget gueneoc’h da rei din en oræson-mâ, oc’h anaout er-vat penaus quement am eus a vad a zeu digueneoc’h.


2. Act a Ofranç.


ME a offr deoc’h, o va Doue, an oll inspirationou hac an oll affectionou mad-se pere hoc’h eus roet din en oræson-mâ : o lacât a ràn etre ho taouarn evit o c’honservi din : grit na vezzint jamæs effacet eus va memor. Me a offr deoc’h c’hoaz, o va Doue, va c’horf ha va ene gant va oll faculteou spirituel ha corporel, evit lacât e pratic ar resolutionou mad am eus quemeret enhi.


3. Act a C’houlen.


ME ho supli, va Doue, a greis va c’halon da gontinui bepret da rei din ho sclerigen hac ho craçou goude va oræson, evit ma c’haccomplissin ar resolutionou pere am eus great d’ho servicha. Quent ar maro ha mil maro ivez eguet coumeti jamæs ur pec’het marvel hepquen ; quent an oll gollou hac an oll droulanç a ouffe erruout guenèn var an douar, eguet coll ho craç evit ur moument hepquen.

Me a offr deoc’h c’hoaz, o va Doue, va