eno eo e c’hexercer carantez Doue en andret an nessa ; ha mui c’hoaz en andret ar re pere a ra droug deomp pe dre oberou, pe dre gomsou. Examinit ervad hac èn a so franc ho calon en andret an seurt-se, ha guelit ha c’hui hoc’h eus poan vras oc’h o c’haret.
Ha c’hui na douc’h quet pront da barlant var stad ho nessa en e zisavantaich, ispicial var stad ar re pere n’ho queront quet ? ne rit-hu quet a zroug d’ho nessa en ur fæçon : bennâc, o noasout dezâ pe dezi dre ho moyen hoc’h-unan pe dre voyen re-all ? Nemet e viot ræsonabl, e remercot eas aoualc’h an dra-se.
Stennet em eus evellen ar poenchou-mâ, pa ze diouz an examen anezo eo e consist an anaoudeguez eus an avançamant spirituel pehini hor bezo great ; rac evit an examen eus ar pec’hejou, an dra-se a so evit Confessionou ar re pere n’o deveus quet a soinch d’en em avanç er vertuz.
Ne rencomp quet cousgoude geina hor speret var bep-hini eus an articlou-mâ, nemet consideri douçamant pe e disposition ez e bet hor c’halon en egard dezo abaoue hon resolution da gundui ar vuez devot,