Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/457

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
445
d’ar Vuez Devot.

ha pe seurt fautou notabl hon eus grêt en o c’hènver.

Mæs evit abregi an oll, n’hon eus nemet arreti hon examen var an enclasq eus hor passion hac eus hon inclinationou direglet ; ha mar d’e poan gueneomp o c’honsideri quer piz-se a hini da hini, evel hon eus la-varet, e c’hellomp en em examina evellen : pe e disposition ez omp bet, ha penaus ez omp en em gomportet, 1. En hor c’harantez en andret Doue, en andret hon nessa hac en hon andret hon-unan. 2. En hor c’hassoni e quènver ar viç hac ar pechet pehini a so enomp, e quènver ar viç hac ar pec’het pehini a so er re-all ; rac beza e tleomp desirout e ve chasseet hac ac’hanomp hac eus eus ar re-all. 3. En hon desirou e quènver ar madou, an enoriou hac ar plijadurezou. 4. En doujanç rac an dangerou da bec’hi hac en aon da goll madou ar bed-mâ : unan a zoujomp re, ha re nebeut un all. 5. En hon esperanç lequeat martese re en dud hac en traou temporel, ha re nebeut e Doue hac en traou eternel. 6. En hon tristidiguez, mar d’e re vras evit traou vean. 7. En hor joa, mar d’eo re vras hac evit traou pere n’er meritont quet. 8. Erfin pe seurt affectionou a zalc’h ampechet hac ambarasset hor c’halon-ni ; pe seurt inclinationou a so e possession anezi ; pe en tra principalamant ef-hi en em negliget ?