Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/458

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
446
Introduction


Rac diouz ar passionou hac an inclinationou eus an ene e c’hanavezer pe e stad ema, oc’h o examina an eil goude eben. Hac evel ma teu ur violancer, o pinçat quement corden a guef disacord en e violanç, d’o accordi oc’h o starda pe oc’h o laoscaat ; evelse ive, goude beza pincet hac examinet ar garantez, ar gassoni, an desir, an doujanç pe an aon, an esperanç, an dristidiguez, hac ar joa eus hon ene, mar o c’hefomp droug accord gant an ear a fell deomp da sini, pehini eo ar chloar a Zoue ; e c’hallimp o accordi moyenant e c’hraç hac ar gusul eus hon Tad Spirituel.




AN EIZVET CHABISTR.
Affectionou pere a dleer da ober goude an Examen.


GOude beza consideret douçamant hac a doug ho cam peb poent eus an examen, ha guelet pe e stad ema hoc’h ene e quènver peb hini, e teuot neuse d’an affectionou er fæçon-mâ.

1. Trugarecait Doue eus an nebeudic amandamant pehini ho pezo cafet en ho puez abaoue ho resolution, hac anavezit penaus eo e drugarez hepquen eo e deus great enoc’h hat evidoc’h an amandamant-se.

2. En em humiliit cals dirac Doue, o