a ell entent Doue, e garet hac e zesirout ; pe a dra en em amusi-de gant disteroc’h tra ? te a ell esperout an etemite eürus, pe a dra en em amusi-de gant ur moment ? unan eus an displijadurezou en deoue ar map prodig oa guelet penaus, hac èn o c’hallout quent beva dilicat ouz taol e dat, ne zebre nemet ouz laouer ar moc’h. O va ene, capabl out da jouissa eus a Zoue ; maleur dit mar en em gontantez gant bianoc’h eguet Doue. Gortoit cals oc’h ene var ar gonsideration-mâ, ha represantit dezi penaus ez eo eternel ha din eus an eternite, ha sivit e c’halon hac e couraich evit ar sujet-se.
Onsiderit penaus ar vertuziou hac an devotion hepquen eo a ell renta hoc’h ene contãt er bed-mâ ; sellit peguer caer int ; liquit ar vertuziou e comparæson gant ar viçou pere a so control dezo. Peguen agreabl eo ar batiantet e scoaz ar venjanç ; peguen agreabl eo an douçder e scoaz ar goler hac ar chagrin ; peguen agreabl eo an humilite e scoaz ar superbite hac an arroganç, al liberalite e scoaz an avariçdet, ar garantez e scoaz an avi, ar sobriete hac an