demperanç e scoaz ar vezvinti hac ar gourmandis, ha peguen agreabl eo ar chastete e scoaz an impurete ! Ar vertuziou o deveus ar c’hustum admirabl-se ma teuont, goude ma hor bez-ii exercet, da rejouissa hon ene gant un douçder hac ur joa pehini ne d’e hènvel ouz netra : eleac’h er c’hontrol ma teu ar viçou da rei deomp ur velancoli hac ur geinamant vras meurbet. Ha rac-se’ta perac-tra ne antreprenimp-ni quet da acquisita ar blijadur-se pehini a so o c’heul ar vertuziou.
Evit ar viçou, peguen nebeut benpâc en deveus un den anezo, ne de quet contant, ha nep en deveus cals anezo, a so drougcontant : mæs evit ar vertuziou, pa n’en deffe un den nebeut anezo, c’hoaz en deveus dija contantamant, ha sulvui en deveus anezo sul contantoc’h en em guef ato. O buez devot, c’hui a so caer, douç, agreabi, ha leun a satisfaction ! an afflictionou a zouçait, hac ar gonsolationou a rentit agreabl meurbet : hepzoc’h ar mad a so droug, hac ar plijadurezou a so leun a inquietud, a droublien hac a zifizianç : ah ! nep hoc’h anaffe, a alle ervat lavaret gant ar Samaritanen ; Autrou roit din eus an dour-se. Ar goulen-mâ a rea alies Santes Theresa ha Santes Catel eus a Gennes, peguement bennâc ma er greant evit sujedou-all.