Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/473

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
461
d’ar Vuez Devot.

dîn, eo beza dezàn. O bed mechant, c’hui ê c’hui hoc’h-unan ato, ha me oa me va-unan ato ive quent ; mæs hiviziquen ne vizin mui me va-unan. Non, ne vezimp mui ni hon-unan ; rac hor c’halon a vezo chenchet, hac ar bed pehini en deveus quement hon tromplet, a vezo tromplet e-unan gueneomp : rac evel na remerco quet hor genchamant nemet a nebeut e nebeut, e songeo dezàn e vezzimp ato Esaüet, ha cousgoude e vezzimp Jacobet.

Ret eo e reposse an oll exerciçou-mâ er galon, hac e zaemp goude hor c’honsideration hac hor meditation a doug hor c’ham etouez an afferou, an occupationou hac an antretienou gant aon na ve scuillet souden al liqueur eus hon resolutionou mad : rac ret eo e teue al liqueur-se da dreusi ha da zistempra hon ene antieramant, an oll cousgoude hep ober effort na d’hor speret na d’hor c’horf.




AR SEITECVET CHABISTR.

Eleac’h ma responter ouz diou zifficulte pere a ell beza great var an Introduction-mâ d’ar Vuez Devot.


AR bed a lavaro deoc’h, va Philotee, penaus eo quement an niver eus an exerciçou hac eus an avisou-mâ na ranco vaqui