Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/478

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
466
Introduction

sein pehini hoc’h eus antreprenet da gundui ur vuez devot : hor buez a ya ebiou hac ar maro a so ec’harz an nor : An drompil, eme Sant Gregor a Nazianze, a sôn deomp en em retira ; en em breparet bep-unan rac ar Varn a so tost. Mam Sant Simphorian o velet e gaç d’ar Verzerinti, a grie var e lerch : va map, va map, emezi, ho pet memor eus ar vuez eternel, sellit ouz an Eê ha considerit an hini a ren eno, an termen pehini a so tost a lacaï fin timad er veaich ver eus ar vuez-mâ. Ah ! Philotee, ha lavaret a rin-me dec’h-hu ar memes tra ? sellit ouz an Eê, ha na zilesit-èn quet evit an douar ; sellit ouz an Ifern, ha n’en em strinquit quet ebarz evit ur moment ; sellit ouz Jesus-Christ, ha na renoncit quet dezàn evit ar bed ; ha pa gueffot e vezo calet ar boan hac an diæsamant eus ar vuez devot, canit gant Sant Frances ar c’homsou-mâ.


Abalamour d’ar madou eternel,
A esperân da gaout digant va Salver,
E quemeràn ar poaniou temporel,
Hac al labour evel un tremen amser.


Bevet Jesus, pehini gant an Tad hac ar Speret-Santel ra vezo enoret ha glorifiet bremâ ha bepret hac hep fin da jamæs.

Evelse bezet great.


————