Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/49

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
37
d’ar Vuez Devot.

eta, o va Doue, va Salver, c’hui hoc’h-unan a vezo hivisiquen an objet eus va songesonou. Non, biquen mui ne appliquin va speret e songesonou pere a ve disagreabl deoc’h ; va memor en em occupo bemdez eus ho madelez infinit pehini hoc’h eus exercet em andret gant quement a zouçder. C’hui vezo ar blijadur hac ar joa eus va c’halon hac ar garantez eus va oll affection.

Racse’ta em bezo cas hac horrol pelloc’h ouz an ambarassou hac an amusamanchou-se ma en em occupen ganto, ouz ar bagatelezou hac an exerciçou vean-se ma c’himpligen va amser ganto, ouz an affectionou hac an attaichou fall-se ma zoa va chalon angaget enno. Hac evit dont a-ben d’en em zisober anezo, m’en em servicho eus ar remed-m’ar-remed hac eus ar voyen-mar-voyen.

Conclusion.

1. Trugarecait Doue pehini en deveus ho creat evit ur fin quen excellant. C’hui hoc’h eus va great evidoc’h, va Doue, evit ma chouissin eternelamant eus ho cloar infinit. Peur ho trugarecaïn-me hac ho meulin-m’eta ec’his ma tleàn e ober ?

2. Offrit. Me a offr deoc’h, o va C’hrouer quer, an oll affectionou hac an oll resolutionou-mâ gant va ene ha va chalon tout-antier.