Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/55

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
43
d’ar Vuez Devot.

var ho lerc’h evit ho savetei, ha c’hui n’hoc’h eus paoueset o tec’het en e raoc evit en em goll.

Affectionou ha Resolutionou.

1. En em humiliit o velet peguer miserabl ouc’h. O va Doue, penaus em eus-me an hardizeguez d’en em bresanti dirazoc’hu ? Allas ! ne doun nemet ur viltanç er bed hac ur mardos eus a ingrateri hac a bec’het. Ha possibl eo e ven-me bet quen infidel na ve choumet santimant eus va c’horf na puissanç eus va ene a guement na ve souillet gant ar pec’het, ha na ve quet tremenet un devez hepquen eus va buez a guement n’am be great un droug bennac ennâ ? Hac an seurt anaoudeguez-mâ oa din-me da gaout en andret va C’hrouer evit e vad-oberou, hac en andret va Redemptor evit e C’hoat sacr, pehini eo ar pris eus an oll graçou am eus recevet hac a recevàn bepret ?

2. Goulennit pardon hac en em strinquit da dreit hor Salver, ec’his ur Map prodig, ec’his ur Vadalen, ec’his ur c’hreg pehini e deffe souillet ha disenoret he friedelez gant peb seurt crimou abominabl. O va Autrou ha va Doue, mifericord d’ar pec’her pe d’ar bec’heres-mâ ! Allas ! va Salver, c’hui pehini eo ar sourcen a gompassion, ho pezet truez ouz ar miserabl-mâ.

3. Quemerit ar resolution da veva guell.