Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/61

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
49
d’ar Vuez Devot.




AR C’HUEC’HVET MEDITATION
hac ar pevarzecvet chabistr,
Var ar Varn General.


Ar Breparation da vedita.

1. En em liquit e presanç Doue.
2. Suppliit-èn d’hoc’h inspira.


Considerationou ha Reflexionou.

1.
ERfin oll goude an amser en deveus merquet Doue d’ar bet-mâ da badout, ha goude cals a sinou bras hac horribl pere a lacaï an dud da zisec’ha var o zreid gant ar spount o devezo, an tan o coueza eus an Eê evel un diluich, a zevo hac a lacaï e poultr hac e ludu oll faç an douar, hep e vano netra-tout e zilarc’h a guement a velomp var e c’horre.

2. Varlerc’h an diluich a flammou hac a foultr e ressuscito an oll dud eus an douar, exceptet ar re a so ressuscitet a vremâ, hac ouz ar soun a raï un Arc’heal gant an droumpil e comparissint e Traounien Josaphat. Hoguen allas, pe gant quement a zifaranç ! rac darn o devezo ur c’horf glorius ha leun a sclerigen, ha darn-all ur c’horf tenval hac horribl meurbet.

3 Considerit ar Vajeste pe gant hini e tui ar Barneur souveren e creis etre an oll Elez