Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/63

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
51
d’ar Vuez Devot.

ell quet beza lammet hac a gompren an oll amser hac an eternite. Ajouti a ra d’an tan eternel. Consider, o va c’halon, an eternite vras-se. O eternite, eternite a boaniou, te a so scrijus hac horribl !

7. Considerit er c’hontrol ar Setanç a recevo ar re vad : Deut, eme ar Barneur ; chetu ase ar guer agreabl a silvidiguez pe dre hini e teu Doue d’hon tenna daventa ha d’hon receo etre an divrec’h eus e drugarez : Deut, tud benniguet gant va Zad ; o benediction guer pehini a gompren an oll benedictionou ! possedit ar Rouantelez a so preparet deoc’h abaoue commançamant ar bed. O va Doue, pebez graç ! rac ar Rouantelez-se n’en devezo jamæs fin.

Affectionou ha Resolutionou.

1. Crenit, o va ene, o songeal et Varn-mâ. Allas ! piou a ell va renta-me assur evit an devez terribl-se p’en hini e creno pilierou an Eê gant spount ! 2. Detestit ho pec’hejou, rac ne deus nemeto a guement a ell ho coll en devez terribl-se.

O! ret e din en em varn bremâ va-unan, evit na vizin quet barnet. Me a fell din examina va c’houstianç, en em avouei coupabl hac en em gourrija, evit na vezin quet en deiz terribl-se condaunet gant ar Barneur ; me a yelo da gofes eta, me accepto an avisou necesser hac ar binigen a vezo roet din.