Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/69

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
57
d’ar Vuez Devot.

quement desiret, evit desirou pere a so quer vean ha da veza quement dispriget ?

3. Ho pezet un desir hac un hast bras evit an demeuranç agreabl-se Pa ze pliget gueneoc’h, va Autrou mad ha souveren, rei din ar c’hraç da zistrei en hent eus ho courc’hemennou, non jamæs mui ne din var va c’his. Deomp eta, va ene quer, deomp etrese ar repos eternel-se ; querzomp etrese ar vro benniguet-se pehini a so prometet deomp. Petra reomp-ny en Egypt maleürus-mâ ?

Me lacaï va foan eta d’en em viret ouz an dra-m’an-dra pehini am distro hac am retard en hent da vont d’am bro : me a raï an dra-m’an-dra, ar pez a ell va c’hundui etrese hac eno. Trugarecaït, offrit ha pedit , &c.




AN NAVET MEDITATION
hac ar seitecvet chabistr,
Eleac’h ma teuer da choas ar Barados ha d’en em resolvi d’e c’hounit.


Ar Breparation da vedita.

1. En em liquit e presanç Doue. 2. En em humiliit dirazàn ha pedit-èn d’hoc’h inspira.

Considerationou ha Reflexionou.

1.
EN em imaginit penaus emaouc’h en ur mesyou bras hoc’h-unan gant hoc’h Eal-Gardien , evel ma edo map Tobias o