e deveus preparet dit ar plijadurezou eternel en abondanç eus e c’harantez. Sellit gant ho taoulagad interieur ar Verc’hes santel oc’h o couvia ivez ec’his ur Vam vad : couraich, va map pe va merc’h, laca evez na zispriches an desir en deveus va Map Jesus d’as savetei, ha na negliches an huanadou pere a dennàn-me var da sujet ; rac un hast bras hon eus hon daou evit da silvidiguez eternel. Clevit ar Sent oc’h ho courachi hac ur milioun a eneou santel oc’h ho quervel amiablamant da vont en o c’hompagnunez, o veza n’o deveus quen desir nemet da velet unan an diziou-mâ ho calon unisset gant o hini evit meuli Doue da jamæs, hac oc’h assuri deoc’h penaus ne d’e quet hent an Eê quen dies evel ma er gra tud ar bed. Hardimant, nepoan, emezo, ene devot, hor mignones guer ; nep a gonsidero ervat an hent eus an devotion pe dre hini ez oum-ny pignet amâ, a velo ervat ivez ez oum-ny erruet er plijadurezou infinit-mâ dre blijadurezou-all agreaploc’h hep comparæson eguet re ar bed.
1. O Ifern milliguet, me a renonç dit bremâ eternelamant, detesti a ràn da oll dourmanchou ha da eternite maleürus, ha dreist peb tra ar blasfemou hac ar maledictionou eternel-se pere a vomisses continuelamant a enep va Doue. Hac o tistrei va c’halon ha va ene ouzoc’hu, o Barados caer, o gloar eter-