Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/72

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60
Introduction.

nel, o eürusdet perpetuel, e choasàn evit mad hac evit jamæs va demeuranç en ho tiez caer ha sacr, en ho Tabernaclou santel, pere a so da veza desiret quement. Benniguet, o va Doue, ra vezo ho trugarez, peveus a hini ec’h acceptàn an offr a blich gueneoc’h da ober din. O va Jesus, va Salver, accepti a rân ho carantez eternel, hac ec’h avouàn ez e c’hui hoc’h eus acquisitet evidon ur plaç hac ul logeis er Jerusalem eürus-se evit ho caret hac ho meuli da jamæs.

2. Acceptit ar faveuriou a bresant deoc’h ar Verc’hes hac ar Sent ; prometit dezo penaus e querzzot hivisiquen varzu-ac-enno ; astennit ho tourn d’hoc’h Eal-mad, evit ma ho cunduo d’y, ha roit couraich d’hoc’h ene da zerchel mat d’ar choas-mâ,

Concluit hoc’h Oræson evel diaraoc.




AN DECVET MEDITATION
hac an trivec’hvet chabistr,
Amâ e teu an Ene da choas ar vuez devot.


Ar Breparation da vedita.

1. En em liquit e presanç Doue. 2. En em humiliit dirazàn. 3. Goulennit e assistanç.


Considerationou ha Reflexionou.


EN em imaginit penaus emaouc’h adarre hoc’h-unan gant hoc’h eal mad en ur