Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/73

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61
d’ar Vuez Devot.

mesiou ledan, hac e velit an tu cleiz deoc’h an Diaoul asezet var un Tron huel ha bras gant cals a sperejou infernal en e guichen, hac ur vanden vras a dud monden tro-var-dro-dezâ pere a zeu oll d’en em humilia dirazàn, d’e anaout ha d’e enori evel o Mæstr hac o Autrou, darn evit ar pec’het-mâ, darn evit ar pec’het hont. Sellit pebez contananç a zalc’h an oll gourtisanet maleürus eus ar Roue abominabl-se. Sellit darn anezo fuloret gant ar gassouni, gant an avi ha gant ar goler, darn all oc’h en em laza ; darn all e chagrin hac e pres da zestum danvez ; darn all o songeal er vanite hep caout plijadur ebet a guement na ve inutil a vean, darn all sujet d’ar plijadurezou vil, corrompet ha breinet en o affectionou brutal. Sellit penaus emaint oll hep repos, hep urz hac hep reglamant ebet. Sellit penaus e teu an eil da zisprigeout eguile anezo ha n’en em gueront nemet hervez an apparanç. Erfin guelet a reot un assamble maleürus a dud quer geinet dindan ar Roue milliguet-se, ma ho pezo truez outo.

2. An tu deou considerit Jesus-Christ crucifiet, pehini gant ur garantez cordial a bed evit an esclavet guez-se d’an Diaoul, evit ma sortiint eus a zomination an Tyrant-se, ha ne baoues oc’h o guervell daventâ. Sellit ar vanden vras a dud devot a so en dro dezàn gant o Elez Gardien. Sellit peguer