Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/76

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
64
Introduction.

offr da veza fidel deoc’h ato ; me a ra deoc’h un homaich ferm eus va c’halon ; m’en em soumet da oboissa d’ho Lezennou ha d’ho Gourc’hemennou santel.

3. O Guerc’hes sacr, va Itron guer, me ho choas evit va Rouanes, m’en em laca dindan hoc’h ansaign ; me a ofr deoc’h ur respet hac ur reveranç particulier. O va Eal mad, va fresantit d’an assamble sacr-se, n’am dilesit quet quen na vezin erruet gãt ar Gompagnunez eürus-se pe gant hini e lavaràn hac e livirin da jamæs, Gloar da Jesus, gloar da Jesus.




AN NAONTECVET CHABISTR.


CHetu ase’ta, va Philotee, ar meditationou requis hervez hon intention ; pa ho pezo ii great, it hardimant gant ur speret a humilite da ober ho Confession general ; Hoguen, me ho ped, na zeut guet d’en em droubli gant amprehansion ebet. Ar Scorpion pehini en deveus hor flemet, a so binimus oc’h hor flem ; mæs pa vez great eol anezàn, eo ur remed excellant a enep e flem e-unan. Ar pec’het ne de mezus nemet pa er greomp, mæs pa vez convertisset e Confession hac e Pinigen, e teu da veza enorabl ha profital d’hor silvidigpez. At Gontrition hac ar Gonfession a so quer caër, hac a so ganto ur c’huez quer mad, ma