c’heffaçont ar vileni ha ma chasseont ar flear eus ar pec’her. Simon al Lofr a lavare oa Madalen pec’heres ; hoguen hor Salver a lavaras ne doa quet, ha ne gomse mui nemet eus ar parfumou hac eus an onganchou a c’huez-mad pere a scuillas ar Benitantes-mâ var e ben adorabl, hac ar garantez-vras pehini e devoa evintàn. Mar doump humbl erfat, Philotee, hor pec’het a zisplijo deomp infinimant, abalamour ma ze offanset Doue dreizàn ; mæs ar Gonfession eus hor pec’het a vezo douç hac agreabl deomp, abalamour ma zeo enoret Doue dreizi. Ur certen soulajamant hor bez o lavaret d’ar Medecin ar boan a vez oc’h hon tourmanti.
Pa viot erruet dirac ho Tad Spirituel, en em imaginit da veza var Menez Calvar dindan treid Jesus-Christ crucifiet, hac e c’hoad precius o tistilla a bep-tu evit ho coualc’hi diouz ho pec’hejou ; rac peguement bennac na ve quet ar Goad propr eus hor Salver, cousgoude ar merit eus e c’hoad squillet eo a zeu da arrousi en abondanç ar Benitantet etro ar Gonfessionalou. Digorit ervat eta ho caloun evit ober d’ar pec’hejou sortial anezi dre ar Gonfession ; rac dre ma sortiint emeas, ec’hantreo ar meritou precius a Bassion hor Salver enni, evit e c’harga eus a venedictionou.
Mæs cofessaït oll ervat, simplamant ha franchamant ; countantit ervat ho coustianç