Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/78

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
66
Introduction.

en dra-se ur veich : ha great quemense, selaouit an avertissamant hac an ordrenançou a roï servicher Doue deoc’h, ha livirit en ho caloun : Parlantit ouzin, va Autrou, rac ho servicher pe ho fervicheres ho cleo. Ya, Philoree, Doue eo a glevit, pa en deveus lavaret d’ar re a zalc’h e blaç : nep ho cleo am c’hleo-me. Grit goudese ar brotestation a so amâ varlerc’h, pehini a servich da gonclui hoc’h oll gontrition, hac a dleit da veza meditet ha consideret da guenta : lennit-hi attantivamant ha gant muy a regret a vezo possibl deoc’h.




AN UGUENTVET CHABISTR.


Ur Brotestation gaër evit imprima en Ene ar resolution da servicha Doue, hac evit conclui an actou a binigen.


ME pehini a sin amâ, en em lequeat e presanç Doue eternel hac e presanç an oll Gourtisanet celestiel, o veza consideret an drugarez infinit eus e vadelez divin em andret, crouadur indin ha dister ma zoun, crouet gantâ eus a netra, conservet, soutenet, dilivret diouz quement a zangerou, ha carguet eus a guement a c’hraçou : hoguen dreist peb-tra o veza consideret an douçder hac ar vadelez infinit pe gant hini en deveus ar Salver divin-se va zoleret ha va gouzanvet quement em pec’hejou, en de-