Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/83

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
71
d’ar Vuez Devot.

unan dre ar Sacramant evel ur c’hachet hac ur siel sacr var ho calon pehini a vezo ne-vezet-oll.

Er fæçon-se, a sonch din, Philotee, e vezo purget hoc’h ene diouz pec’het ha diouz an oll affectionou eus ar pec’het. Mæs evel ma teu an affectionou fall-se da sevel adarre facilamant en ene, abalamour d’hon infirmite ha d’hor c’honcupissanç, pehini a ell beza mortifiet hoguen non pas lazet na distruget endra vevomp amâ var an douar, me a roï deoc’h avisou, pere o veza pratiquet-mad, ho preservo hiviziquen diouz ar pec’het marvel ha diouz an oll affectionou anezàn, evit na allo jamæs caout plaç ebet en ho calon. Hac ec’his ma servich c’hoaz ar memes avisou evit en em burifia en ur fæçon parfetoc’h, e fell din, abarz o rei deoc’h, lavaret deoc’h un dra bennac var ar burete vrassoc’h ha parfetoc’h-se pe da hini e tefiràn ho cundui.




AN EIL CHABISTR VARNUGUENT.
Penaus e ranquer en em burgi diouz an affectionou d’ar pec’hejou veniel.


SUl-vui ma teu an deiz da sclerrât, sul-sclerroc’h e velomp er mellezour an andrejou tachet ha souillet eus hor bisaich. Evelse ive sul-vui ma teu ar sclerigen inte-