Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/86

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
74
Introduction.

met e danvàn en ur dremen, ne gorrompont nemet ar pez a ya ganto anezàn, ar rest a chom en e antier ; hoguen pa varvomp emesq an ongant, e lammomp digantàn e bris ha ne reer istim ebet anezàn pelloc’h [1]. Dememes ar pec’hejou veniel oc’h erruout en un ene devot hep en em arreti pell enni, ne reont quet cals a zomaich dezi; hoguen mar deu ar memes pec’hejou-se da chom en ene dre an affection pehini e deveus dezo, e reont dezi hep douet ebet coll ar chuez-mad eus an ongant precius-mâ, da lavaret eo e reont dezi coll an devotion santel.

Ar c’hinit ne lazont quet ar guenan, mæs corrompi ar mel hac ambarrassi ar folennou anezàn gant o guiad a reont, en hevelep-fæçon na ell mui ar guenan ober o zieguez, ya pa chom ar c’hinit var o hent : evelse ivez ar pec’het veniel ne laz quet hon ene, mæs cousgoude e teu da gorrompi an devotion ha da ambarrassi puissançou an ene gant goual habitudou ha gant inclinationou fall, quement na ell mui exerci pront carantez Doue, rac eno eo e consist an devotion ; hoguen an dra-se a ententer pa en em arret ar pec’het veniel en hor c’houstianç dre an affection pehini a lequeomp ennàn. Nebeut a dra eo, Philotee, lavaret ur gaou dister bennâc, en em ziregli un nebeut en hor c’homsou, en hon actionou, en hor sellou, en hor guiscamanchou, e plesantereziou hac

  1. Digomprenet eo bet ar frazenn orin : « mais quand elles meurent emmi l'onguent, elles luy ostent son prix et le mettent a desdain. » [Notenn gant Wikimammenn]