Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/91

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
79
d’ar Vuez Devot.

mechant dre ar goall habitudou : ne deus natural ive quer mechant na ell beza soupleat ha trec’het da guenta dre ar chraç a Zoue, ha goudese dre an diligeanç hac ar boan a laca un den d’en em gourrija. Me ya bremâ’ta da rei avisou ha da bropofi exerciçou, dre voyen pere e teuot a-ben da burgi hoc’h ene diouz an affectionou d’ar pec’hejou veniel, hac ec’hassurrot ive mui-ouz-vui ho coustianç a-enep peb seurt pec’het marvel. Doue ra roï deoc’h ar c’hraç d’o fratica ervat.





AN EIL QUEVREN
EUS AN INTRODUCTION,


Pehini a gompren naouspet seurt Avisou evit sevel an ene etrese Doue dre an Oræson hac ar Sacramanchou.




AR C’HENTA CHABISTR.
Var an necessite eus an Oræson.

1.
AN Oræson a zeu da sevel hon entendamant bete ar sclerigen hac an anaoudeguez a Zoue, ha da exposi hor volontez d’an dounder eus ar garantez celestiel ; ne deus netra’ta a guement a zeue da burgi que-