Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/96

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
84
Introduction.

ouz ar pardaez ar mancamant-se da ur pouent hac a vezo pell varlerc’h ho repas ; rac ma e grac’h prest goude ho repas abarz ma ho pe digeret ho pouet, e veac’h assoupisset cals hac ho yec’het a ve interesset gant quemense.

10. Ma na illit epad an deiz ober an oræson mental-mâ, eo ret deoc’h rapari ar c’hol-se, o sevel alies ho calon etrese Doue var an deiz dre oræsonou jaculator ha dre al lectur eus a eul Lêvr devot bennâc, hac oc’h ober ur binigennig bennâc evit satisfia eleac’h an deffaut-se ; ha goudese grit ur resolution gre d’en em lacat e trein adarre an tro-nos da ober hoc’h oræson.




AN EIL CHABISTR.

Eleac’h ma tisquezeur ar fæçon da ober meditation, ha da guenta d’en em lacat e presanç Doue, pehini eo ar pouent quenta eus ar breparation.


MÆs ne ouzoc’h quet martese, Philotee, penaus e ranquer ober an oræson mental ; rac un dra eo ha n’er goar nemeur a dud en amser-mâ, siouaz ! ha rac-se me ya da bresanti deoc’h ur fæçon ver ha simpl d’e ober, o chortos ma c’hellot beza guell instruet dre al lectur eus a gals a levriou caer pere a so bet composet var ar sujet-se, ha dreist pep-tra dre an usaich hac an exer-