bourc’hiz, kaer zo, beza dizoan o werza e bepr, e zukr, e ganel ; abalamour d’an ofiser-ze hag en deus dilezet hent ur binvidigez, rag ar Prins e-unan, dre m’az eus kalz a dud o chacha warnan a bep tu, ne roio d’ezan peurliesa nemed eur bae… da ober goap ?
Goude an taoliou kaer-ze, graet gant hor martoloded, hag ar peoc’h eur wech sinet, ar ministr, ar marichal de Castries a ziskaras kompagnuneziou ar gwardou war vor. E leac’h ar Skol-Veur da zeski ofiserien, e savas skolachou evid ar re o doa da vont war vor diwezatoc’h, e Gwened hag e Alais. Eno ne veze roet deskadurez nemet dre al leor : ha goude eun enklask, unan hepken, e vezed hanvet ofiser dioc’htu. Dre-ze ar garg a « Brezeger an aotrounez Gwardou war vor » a voe torret hag eun urz aberz ar roue, d’an 21 a c’houere 1786, a gemenne d’an aotrou Laporte n’edo mui e karg ; met rei a rea d’ezan keit ha ma vevje daou c’hant lur ar bloaz. E baper a roe ouspenn d’ar beleg-aluzenner m’az oa bet, ar gwir da lakat ar gerik « de » dirag e hano, hag hanvet oa ennan : Glaoda-Anton-Raoul de Laporte.
Ne zougas morse ar gerik-se dirag e hano ; met en amzeriou-ze e roas maner Coatriou e Sant-Nouga a oa d’ezan a leve, da unan eus e nizien, eur mab d’ar mezeg Loïz Laporte ; hag e niz ne oe ket nec’het o sina, evel a welimp : Laporte de Boisriou.