Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/106

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 76 —

Du : 1 wiskamant en e bez gant 6 chap.

6 gwiskamant evid an ofern blean.

Ouspenn : 2 chap ha n’hellont ket beza laket gantre all, bleuniou alaouret warno.

1 chap gwenn evid ar prosession war ar sizun.

6 gwel pe skerb (écharpes) evit bennoz ar zakramant.

LIENAJ

50 gamps plean. — 34 gamps kinklet. — 12 surpiliz. — 60 lienenn-aoter mat ha fall. — 78 korporal.— 78 pal. — 78 gouriz. — 72 amid.

Sinet : Laporte, kure.

Ar beleg sakrist en doa pevar c’hant lur bae ; met evel a lavaras an aotrou Laporte diwezatoc’h en eul lizer d’an Ti-kear, « ar pevar c’hant lur-ze n’oant nag eur zikour evit beva, nag eul leve ; n’oant nemed eun digoll evid an dispignou graet gand al lienaj sakr pa ranked o gwalc’hi, tremen an houarn tomm warno, hag o fenselia ; eun digoll hag a vez kalz re zister bloaveziou-zo. »

Er mare-ze (genver 1788), an aotrou Laporte a oe roet d’ezan eul leve a iliz ; ar c’henta e voe hag an diweza ive, rak n’hen devoe morse nemetan. Al leve-ze oa koumananchou Kernoas ha Penfrat e Guypavas, kontet mil lur ar bloaz ; met mont a rea da nebeudik a dra pegwir o ferc’hen a ranke lavaret pe lakat lavaret seiz ofern ha kant e chapel Itron Varia ar Reun. — Al lidou a voe graet evid e lakat en e garg a zo henvel awalc’h ouz ar re a vez graet breman evid ar bersoned ; rak lenn a reomp war gaier sekretour eskopti Leon, ec’h en em gavas an aotrou Laporte gand eun noter e Guypavas hag ez eas da zakreteri chapel Itron Varia ar Reun. Eno, e wiskas eur surpiliz, ha