goude beza kemeret dour benniget ez eas er japel ; epad eur pennad e chomas stouet dirag ar Zakramant meulet ra vezo ; goudeze e pignas ouz an aoter, e tigoras al leor ofern, e kanas pedenn gouel an Itron Varia ; diskenn a reas neuze evit mont da sacha war gordenn ar c’hloc’h a lakas da seni a daoliou, hag e tistroas d’ar sakreteri. « O veza n’oa den a-enep, ni, test, hor beus laket an aotrou Laporte en e garg, ha kaset da eskopti Leon eur skrid all par da heman. » Ia, nemed e Kernoas an ti a oa tost da goueza en e boull, hag an aotrou Laporte a rankas staga raktal d’e gempenn evit hen derc’hel en e zav ; setu perag, er bloavez 1790, pa voe laeret leveou an Iliz, e welomp anezan o kas roll e zispignou da Vistri ar Rann-Vro, evit beza paet ganto ; ouspenn mil lur en doa dispignet.
Epad pevar bloaz, an aotrou Laporte a lakeas e holl aked da zerc’hel e doare sakreteri Sant Loïz, a oa ken koant ; rag enni e weled d’an ampoent ar c’hoatach dero a zo atao breman eun dudi evid an daoulagad. Ar pez labour-ze « aozet flour, linennet dispar ha warnan eur C’hrist kizellet kaer-dreist », a lavar an aotrou de Lorme en e Histor Iliz Sant Loiz, a voe graet er bloavez 1748 gand an aotrou Bervas, mestr-kizeller e Brest ; koustout a reas 6.000 lur.
Koulskoude, ar beleg-sakrist ne dremenas ket e holl amzer er sakreteri. Goude beza bet boazet da veva a zianvaez-ti ha da gaout skuisder a gorf, p’oa beleg ar gwardou, chom evelse etre peder voger a deuas da noazout d’e yec’hed.
Etouez ar paperiou graet pa voe savet an dereziou dirag an or-dal e Sant Loiz, e kaver lizeri bet skrivet gand an aotrou Laporte. E lod anezo e tifenn e wiriou a berc’hen war eun ti-bihan o doa c’hoant tud an ti-kear da ziskar evit gellout sevel an dereziou. E lod all e komz ive eus e yec’hed hag e lavar en deus ar medisin gourc’hemennet d’ezan ober eun dro war varc’h epad eun eur bemdez. Goude lein eta, bemdez