Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/117

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 85 —

zik a voe laket da sini ar zoun nevez tennet eus ar pez c’hoari Lucile (E pe leac’h e ved gwelloc’h…) a oa da veza soun ar vro, abaoue m’oa bet youc’het dirag Loïz XVI, en deiz ma oe kemeret ar Bastilh.

Ar c’hant den a zo mistri kear. Reiza a reont ar c’hward vroadel a gasont da 6.000 den ; gourc’hemenn a reont ive e vo roet ar galonsou enni d’ar muia moueziou. Eno ar c’hant den a oe tost d’ezo mont d’an traon, rak gwiskamanchou skedus an ofiserien hag ar planson lugernus a zougent war o skoaz a rea avi da veur a hini. Evelato an ofiserien a oe dibabet a zalc’has mat, hag a viras ouz an dizurz.

An arme nevez a vanke d’ezi taboulinou ha bannielou. Evid o faea an Itron Siviniant a reas eur gest, ha d’ar 1a a viz gwengolo, e roas « eus a berz mammou hag intanvezed Brest » an arc’hant a oa bet dastumet.

Ar plac’hed yaouank n’hellent ket ober nebeutoc’h eget o mammou ; en em glevet a rejont evit kinnig eur banniel da baotred yaouank ar vrigadenn skanv. O welet ar mammou hag ar plac’hed yaouank ken douget evid ar zoudarded, an tadou hag ar baotred yaouank a zonjas sevel gwerziou en o enor : ar gwerziou-ze avat, hervez Levot, a ziskoueze muioc’h a garantez evid ar vro hag he arme nevez eget a c’houiziegez er varzoniez. Gwelloc’h a reas aotrou Person Sant-Loïz, d’an 13 a wengolo, pa oe pedet da venniga ar bannielou, en eur brezeg ar peoc’h hag en eur rei da glevet mouez ar skiant vat. Amzer gollet ! Ar C’hant den a reas an neuz da estlammi en eur glevet e aliou mat.

Goude ar 14 a c’houere e tigouezas ar 4 a eost. Eun nosvez, kannaded ar Vodadenn Vroadel e Paris, evel pa vije aet o fenn diganto, a dorras gwiriou an noblans, an deog (pe an dekvet, dleet d’an Iliz), gwiriou ar c’horfou-micher. En eur glevet kement-se, pep hini a zonjas oa dizle e kenver an holl. Paea tailhou a oa