Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/119

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 87 —

D’ar 14 eus an hevelep miz, ar Vodadenn Vroadel a c’hourc’hemennas lakat urz vat en tiez-kear, hag a roas gwir da voti d’ar re a roe evit tailhou talvoudegez tri dervez labour. An urz-se a oe aotreet gand ar roue d’an 28 a viz kerzu. Ar C’hant den a rankas neuze plega d’al lezenn, hag o galloud a goezas diganto, pa oe dibabet kuzulerien an ti-kear, hervez al lezenn nevez. E Brest, araok staga da zibaba ar guzulerien e oe hanvet ar mear. War 1.554 mouez, an aotrou Malmanche en devoe 996 hag a oe hanvet mear a eneb an aotrou Duplessis, en devoa 558. En dervez-se ive, an aotrou Cuvellier a voe hanvet prokuler-syndik hag an aotrou Maret da vont en e leac’h pa deuje eun dra bennak d’hen diarbenn da ober e labour. D’an 9 a viz meurz, e oe hanvet 14 kuzulier evid an ti-kear ; en o zouez edo an aotrou Bechennec, beleg e Sant-Loïz. D’ar 16, e oe adarre da rei ar moueziou evlt dibab tregont eus ar pennou brasa, (ar re-ze a helle beza galvet da rei o ali, ha sikour evelse ar guzulerien da reiza kear ervat). An aotrou Floc’h, person Sant-Loïz, a oe etouez ar re hanvet. Pep dervez dilennerez a echue dre youc’hadennou a joa, troiou-bale musik, bole gleier ha Te Deum.

D’an 21, gouel bras e kear en enor d’ar mear o kregi en e garg. Evelato, en dro-man ar gouel ne dremen mui en iliz, met war Dachenn ar C’hastel. Savet oa eno eun aoter, karre war bep lec’hed ; ha n’oa war he zro nemet eur groaz ha diou c’houlaouenn o tevi ; setu aze doare an aoteriou a hanved neuze : « aoteriou ar vro. » Dirag an aoter ez oa eiz hordenn goafou (lances) ha war bep hini eur boned ruz, merk ar frankiz. Da 9 eur diouz ar mintin, etre ar gwardou renket a bep tu a-hed an hent, azaleg an ti kear, e teu an dud a gemer perz er gouel. Er penn kenta eman beleien an diou barrez ; warlerc’h : archerien war varc’h, ha goudeze ar mear, kuzulerien an ti-kear ar pennou-bras hag eleiz a geriz. Setu i a zav dirag an aoter. An ao-