Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/120

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 88 —

trou Floc’h a ra eur brezegenn d’ar mear nevez ha goudeze e stag gand ar Veni Creator. Ar musik a ya en dro hag ar c’hanoliou a vez klevet o krozal. An aotrou person a lavar eun ofern blean, ha goude an aviel diweza, e laka al leor ofern war eun daol. An aotrou Malmanche a dosta, hag e zourn astennet war al leor santel e sao e vouez da doui al le gourc’hemennet gand ar Vodadenn Vroadel. Pa baouezas, kanoliou, kleier ha taboulinou a reas trouz ; ha neuze pep kuzulier an ti-kear a deuas d’e dro da zevel e zourn war al leor santel ha da doui evel ar mear. Pa oe echu ganto, an aotrou Person a voulc’has an Te Deum ; hag ar c’han a gendalc’has, skoazellet gant musikou kement rummad soudarded a oa eno. Mouez pounner ar c’hanoliou a oe klevet adarre, hag evit peurober ar gouel, ar zoudarded a voe lakeat da dremen a renkajou, kinklet en o c’haera.