Abaoue ar 27 a viz even 1789, Breujou Hollek (Etats généraux) Bro-C’hall a ioa d’an traon ; deuet oant da veza an « Assemblée Constituante » da lavaret eo e kemerent ar garg da adsevel ar vro war eun diazez nevez, ha dre-ze, gwir da zougen lezennou. Enni ez oa « filozofed » hag « huvreerien » a bep seurt, fouge bras enno o welet an traou o vont ken brao en dro er penn kenta. Broudet gant kazetennou ha tud an dispac’h, ar vodadenn nevez (Constituante) a en em lakeas da aoza lezennou, noz-deiz koulz lavaret, hag adreuz peurliesa. Madou an ilizou, an dud a iliz hag ar pez a zell outo, setu aze gant petra oant touellet, hag e c’hellit kredi n’eo ket evit klask ober vad d’ezo. Klask a reant dreist holl sevel e Bro-C’hall eun Iliz distak diouz an Tad Santel ar Pab. D’ar 14 a viz eost, ar gwir d’an deog (dîme) a oe lamet digand an Iliz, hag ive gwiriou all he doa beteg eno ; d’an 12 a viz du, madou an ilizou a oe diskleriet madou ar vro, hag e miz c’houevrer 1790, an dispac’herien a lakas en o fenn e vije mat marteze diskar an urziou menec’h.
Ne jomchont ket pell da varc’hata ganto. Ar vodadenn ne devoe truez ouz nikun anezo : holl e rankent mont d’an traon, holl nemed unan, ha pehini ?… Urz an Tadou Jezuisted ; piou en dije kredet !… Gwir eo,