Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/123

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 91 —

C’hall ; hen goulenn a rejont zoken grons diwezatoc’h ; hag e voent ken didruez outo eged ouz ar re all ; ar pez a c’hoarvezas gant Glaoda Laporte hen diskouez d’eomp.

Evelato, etouez an urziou eus an amzer-ze, hini an Tadou Jezuisted hepken a blijas d’ar re a hanver « gourdadou bras an amzer nevez », hag a oe aotreet ganto. Ret mat eo digas sonj a gement-se, rag o bugale vihan, en hon amzer, a ve lavaret o deus hen ankounac’haet a grenn.