Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/137

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 102 —

Abeg am eus eta da zinac’h ouzoc’h ho koulenn ha kavet mat hen rei deoc’h da anaout ; ne ven ket dirak ho taoulagad eun diwaller mat ha n’hellfen nemet beza disprizet ganeoc’h ma lakfen dindan va zreid va c’houstians ha va dever, gand ar c’hoant da blijout deoc’h. Ha pa ne vije netra a-zioc’h traou an douar-man o tougen ac’hanon da ober va dever, ar c’hoant da veza prizet ganeoc’h am lakfe d’hen ober.

« Me a zo, gand eur garantez leun a zoujans, ho servicher leal.

+ Iann Fransez, Eskob Leon ».

En despet d’an dra-ze, e Ti-Kear e fell d’ezo kaout an ofern war aoter ar Vamm-Vro. Mestr ar Gward Vroadel a deu d’e dro da aspedi an aotrou Person da zelaou o goulenn.

An aotrou Floc’h a skriv d’an ofiser-ze, d’an 12 a viz gouere :

« Aotrou,

« An Aotrounez a zo e Ti-Kear a c’hell lavaret d’ar Gward Vroadel e Brest, em beus graet ar pez a c’heller, a unan ganto, evit kaout digant va Eskob aotre da lavaret pe da lakat lavaret an ofern war an aoter savet dirag ar C’hastel. O veza n’em beus ket bet va goulenn, n’hellan ket hep dizenti ha gwasoc’h c’hoaz hep pec’hi, lavaret an ofern-ze. N’em beus gwir ebet da zevel aoteriou ; an Iliz n’he deus ket roet ar c’halloud-ze d’in etouez ar re all am beus bet diganti. Ar c’houec’hvet artikl eus Reolennou an eskopti a lam, epad eiz dervez, e c’halloud digant kement beleg a gredfe lavaret an ofern war eun aoter, araok beza bet aotreet d’hen ober gand an aotrou ’n Eskob.

« Pegwir n’hellan ket lavaret an ofern-ze va-unan hep displijout da Zoue, abalamour d’an doujans ha d’ar zentidigez a dlean d’an aotrou ’n Eskob abaoue ar ouestl am beus graet dirag an aoteriou, n’hellan ket