Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/162

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 125 —


SEITEKVET PENNAD
————


An Aotrou Laporte tennet e garg digantan.
An Aotrou Laligne hanvet person touer e Sant Loïz.
Expilly e Brest.
————


Er mare m’en em gave gand an aotrou Laporte al lizer skrivet d’ezan gant kuzulerien an Ti kear, n’oa mui, hervez al lezenn, vikel e Sant Loïz ; rak kement beleg e parrez ha ne falveze ket d’ezan toui, a golle e garg raktal. Al lezenn-ze a c’hourc’hemenne ouspenn dibab ar bersoned dre zilennerez, hag i goudeze a c’helle henvel o-unan o c’hureed.

An aotrou Floc’h, person Sant-Loïz, hag an aotrou de La Rue, person Sant-salver a oa chomet hep toui ; hag oa ret eta henvel re all en o leac’h.

Expilly, hanvet eskob dre votadeg d’an 2 a viz du 1790, ar pez a oa enep lezenn an Iliz, a gredas evelato asanti kemeret ar garg. Sakret e oe gant Talleyrand d’ar 25 a viz c’houevrer 1791. Deuet oa breman ar mare da henvel ar bersoned nevez.

N’oant ket heb aon renerien an Departamant o sonjal er gefridi-man ; rag e pep leac’h an dud fidel a droe kein d’ar veleien o doa touet ; hag ouspenn, niver ar re a helle beza hanvet a oa gwall vihan ; eur guchennig hepken o doa touet. An dilennerez graet e Landerne, d’ar 27 a viz c’houevrer, evit henvel eur person e Sizun hag eun all e Loperhet, a oa bet eun tammig esa ; daou c’hant soudard, gourglezeier ganto, a zikoure kas an traou da benn. A-hend-all, evit