Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/169

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 130 —

Nevez. Kannaded a Vrest a zo eno ouz e c’hortoz, a ra d’ezan eun tamm prezegenn, hag a deu war e lerc’h gant re all, betek dor Landerne (Leur an Doriou). Eno, ar pennou bras eus kement rummad tud a oa e kear, ganto ar veleien o doa touet, hen digemeras en eur lavaret d’ezan eun bern komzou flour, epad m’edo ar c’hleier e bole, ar c’hanoliou o krozal hag ar zoudarded o tenna gand o fuzuliou. Ha neuze an eskob a gemeras hent an Ti-kear, a bep tu d’ezan diou c’hae soudarded war varc’h ha war droad.

Eno, ar mear, prokuler kear, an aotrou Laligne a brezegas adarre. Expilly a respontas, a lavar kaier al Liziri « gand eur furnez helavar, hag eun deneredigez, savet en e galon en eur welet ar gear m’oa ganet enni. » An holl a gemeras neuze hent an iliz ; an aotrou Laligne gwisket gantan ar chap, a zigemer an eskob enep-gwir dindan ar porched ; hag o veza n’helle mui kinnig ezans d’ezan pegwir al lezenn a vire kinnig ezans d’an dud hiviziken, e roas d’ezan sparf an dour benniget. Goude ar bedenn graet er c’hor, an eskob a bignas er gador brezek ; meuli reas lezenn reizadur an dud a iliz gand ar c’houarnamant ; hag al lidou a oe peurc’hraet dre vennoz ar Zakramant hag an Te Deum.

Aet er maez eus an iliz, an eskob a oe kaset dirag eur bern keuneud uhel savet e kreiz plasenn Sant-Loïz hag a oa dija en dro d’ezan eur c’helc’had gwardou vroadel, soudarded war droad ha war varc’h, ha kompagnuneziou martoloded. Raktal an dud a youc’has abouez penn : « Bevet Expilly ! bevet ar feiz ! » ha leac’h a oa da gredi oa levenez e kalonou an holl ; ar mear, eur c’hef-tan en e zourn, a oa o vont da enaoui an tantad pa zavas eun tamm c’hoari etrezan ha mestr an District. Heman, droug ennan, abalamour n’oa ket bet roet d’ezan ar c’hef-tan a gavas n’oa ket graet enor d’e renk hag a en em gemeras ouz ar mear ; ha neuze an taoliou teod a yeas en dro etre paotred Ti-Kear