Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/173

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 134 —

c’herien o devoe c’hoaz ouspenn, ar fallagriez da lavaret « oant glac’haret abalamour Itronezed an Unvaniez, en eur enebi ouz al lezenn, o lake da lamet digant kear eun ti ken talvoudus hag eur goudor a ioa kement a ezomm anezan evit digemeret an intanvezed ha merc’hed yaouank reuzeudik ha dizanvez. » D’ar 17, war eun hevelep digarez, leanezed Sant-Thomas ar Gernevez a zo ive taolet er meaz eus klanvdiou kear, ha laket en o leac’h merc’hed lik war dro ar re glanv. Ar vestrez kenta karget d’o gouarn, an itron Rogé he doa da gaout 150 lur er bloaz, he dilhad gwalc’het, hag he boued war ar marc’had. Leanezed ar Furnez a oe klasket ive rendael outo d’o zro, met Ministr an Dud a Vor a viras o stlepel er meaz. Tra souezusoc’h, an Urz leanezed-man a dreuzas amzer an Dispac’h, ha zoken ar Spont-Bras, hep ma oe klasket noazout d’ezo. N’o devoe nemet da zioueret o beleg-aluzenner. Hag unan bennak anezo abalamour d’o hano nobl a rankas kuitaat o c’houent evel an hini a oa mestrez vras ganto, an dimezell De Sapinaud de Bois-Huguet, Theresa ar Spered-Santel he hano leanez. Houman a guiteas Breist er bloaz 1792, evit heul arme ar Vendee hag entent ouz ar re glanv ; mervel a eure e Dol er bloaz 1795. Breudeur ar skoliou kristen a oa bet difennet outo ober skol araok m’oa bet Expilly e Brest ; hag eus ar vistri hag ar vestrezed a zalc’he ar skoliou bihan a oa ken niverus e Brest, al lodenn vrasa a gavas gwelloc’h gounid o bara en eun doare all bennak ha chom, hep toui. Hag evelse, an holl skoliou evit netra a oe serret.

Dispac’herien Brest a gounnare o welet kement a dud oc’h enebi ouz al lezenn. Kaout a rea d’ezo oa ar veleien hanvet ganto « pennou fall » eo a lake an dud d’en em zevel evel ma reant. Hag e klaskchont an tu da zont a benn anezo : en eur zerri an holl ilizou ha chapeliou nemed ar re a oa renet gant beleien a du gand ar c’houarnamant ; hag en eur bellaat diouz o