Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/187

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 146 —

reas skouarn vouzar. Neuze ec’h en em gavas ganto eul lizer all, sinet en taol-man gant rener ar Rann-Vro.

Kemper, an 22 a viz gouere 1791.

« P’eo bet falvezet d’eomp dibab kear Vrest, evit dastum enni ar veleien a oa leac’h da zifiziout anezo hag a oa tamallet da veza diskouezet n’oant ket a du gant lezenn Reizadur an dud a iliz, n’hor boa ket ar menoz d’o dastum na d’o derc’hel er prizon. Dibabet hon deus Brest abalamour d’ar mogeriou a zo en dro d’ezi ha m’eo diaes tec’het ac’hano pa vez difennet mont er maez,

Lavaret a rit d’eomp ho peus ranket o dastum e Karmez evid o diouall diouz droug, ha zoken karga soudarded da viret na ve gwall-gomzet d’ezo, ar pez a vije bet c’hoarvezet ma vije bet o lojeiz e kear, ha ma vijent bet gwelet o vont hag o tont.

Mar d’eman an traou evel ma livirit, eo ret deoc’h da vihana, ober gwella ma helloc’h evit n’o do ket re da c’houzanv. Mar deus unan pe unan anezo hag en defe c’hoant mont da jom e kear, ne dlefec’h ket hen diarbenn. Ar pez a glaskomp en eur bellaat anezo diouz o farreziou oa lakat da devel ar c’heleier entanus a veze laket da redek gand ar re a oa kounnaret ouzomp, hag o dije c’hoezet tan ar brezel war zigarez difenn ar feiz. O veza n’eus mui da gaout aon abaoue m’int aet pell diouz ar gear, e fell d’eomp e ved mat outo. »

Met an District ne ra van, hag a gendalc’h da lavaret eo evid o diwall e talc’h ar brizonerien er goudor ha n’hell ket senti ouz menoziou ar Rann-Vro. Respont a ra d’an 28 a viz gouere :

« Goulenn a rit diganeomp perak hor beus dastumet ar veleien e Karmez, e leac’h o lezel da loja e kear, evel ma falveze ganeoc’h, ha beza miret outo hepken mont dianvaez kear. Abeg hor beus bet d’hen ober ;