Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/189

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 148 —

nedigez. Mar d’omp kablus, hor barnit, ha mar d’omp didamall, roit d’eomp frankiz. »

Digas a reont da sonj ive e « Gwiriou an den » (Droits de lhomme) a oa bet embannet e 1789 : « Nikun n’hell beza tamallet, kroget ennan, na prizoniet nemet hervez urziou al lezenn hag en doare gourc’hemennet ganti. » Hogen pehini eo al lezenn a ro urz deoc’h da gregi ennomp ? Hor c’hredennou a vir ouzomp ober le. Daoust ha « Gwiriou an den » ne lavaront ket : « Nikun n’hello beza kavet abeg ennan abalamour d’e gredennou, na zoken abalamour d’e feiz ? » Hag etouez diellou ar Rann-Vro e kaver eur bern paperiou warno an diou lizerenn veur L L hag a zo enno skridou ha goulennou bet kaset gand ar veleion prizoniet, d’an Ti-kear, d’an District, d’ar Rann-Vro, ha zoken d’ar Roue. Met « Ebestel ar frankiz » a gendalc’has da ober skouarn vouzar.

An Aotrou Laporte a zougas klemm dre skrid evel ar re all.

Setu aman daou lizer skrivet gantan e-unan da renerien Rann-Vro ar Finistère. (Al lizeri-man n’emaint ket e leor gallek an A. Saluden : Une figure brestoise au XVIII° siècle ; met gantan eo int bet kavet, abaoue m’en deus skrivet e leor, etouez ar paperiou koz a zo e Diellou an Departamant, hag en deus bet ar vadelez d’o rei d’eomp da lakat el leor-man).

« Da Renerien Rann-Vro ar Finistère an A. Glaoda-Anton-Raoull Laporte, beleg, gwechall kenta kure e Sant-Loïz Brest, a gemenn gant doujans :

« Eus bet, d’an 28 eus mezeven diweza, soudarded en e di o tigas an urz d’ezan da vont da brizon Karmez e Brest ; — eo bet kelc’het gant tud armet, kerkent ha m’eo en em gavet eno ; — eus bet roet da anaout d’ezan raktal n’hellje ket hiviziken darempredi den ; — eus bet furchet hag e ves furchet atao kement tra a vez digaset d’ezan eus ar maez ; — eus bet digoret ha lennet, hep m’her gouie, kement lizer a deue