Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/196

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 155 —

Lizeri, d’an 10 a viz meurz ha d’an 13 a viz ebrel 1791, ne gaver netra re galet evid o c’hastiza hag o gwallgas. « Lavaret eus bet d’in, a lavar an aotrou de Pentrez, pa zoug klemm da Gemper, n’oun dalc’het en ti-man, nemed evit va miret diouz an teodou flemmus. Mar d’eo gwir an dra-ze, an nep a gemer kement a breder d’am diwall a goll e boan, rak kerkent ha ma tigouezomp er jardin evid ober eun tamm tro-vale, ha keit ha ma chomomp enni, eus ar prenester tro-var-dro e kouez warnomp gwall-gomzou e-leiz, ha n’hor bije ket bet klevet marteze war ar ruiou. Ne welomp war hon tro nemet sabrinier ha gourglezeier evel pa vijemp gwall torfetourien ; ha ne vezer ket nec’het zoken evit digeri hol lizeri. » D’ar 5 a viz eost an Departamant a zifenn ouz paotred an Ti-kear digeri lizeri ar brizonerien. D’an 12, paotred an Ti-kear, ha n’o doa bet netra da welet warno, an dra-ze a zelle ouz an District, a gas d’ezan ar respont trubard-man :

« Aotrounez, kerkent ha m’hon deus bet anaoudegez eus lizer an Departamant, skrivet d’ar 5 eus ar miz, hon deus roet an urziou a oa ret da Vestr ar Gward Vroadel evit na vo mui digoret al lizeri skrivet gand ar veleien « dizent » prizoniet e Karmez, nag al lizeri skrivet d’ezo.

« Ne gredomp ket evelato, hen lavaret deoc’h a rankomp, e ve bet morse digoret lizer ebet d’ezo ; nemed eus bet miret outo o ziella gand aon o dije skrivet enep-gwir da unan bennak.

« N’hellomp ket ken nebeut chom hep lavaret d’eoc’h, n’eus netra falloc’h eget rei re a frankiz da skriva, da veleien ken direiz ha ken hegaret eneb al lezenn nevez. Gouest int da lakat an darvoudou gwasa da ziroll ; ha kredi a heller unan bennak en do keuz bras diwezatoc’h ma laosk ganto re a aezamant da skigna o gevier, da lakat pennadou er re a zo a du ganto, a deuio da veza henvel outo dre o dizentidigez